|
BEMDEZ
Ti ar chevredigezhioł
6 straed ar Govuerezh
56 000 Gwened
Breizh
Pgz 06 11 51 43 15
02 97 46 59 42
Ur
gevredigezh yaouank eo, bet krouet e miz Mae 1998, ha diazezet e Gwened.
Bemdez zo bet lakaet da bal dezhi :
-
Kas
war-raok ar sevenadur e Breizh ha difenn e wir da greskiń ;
-
Diwall glad naturel
hag istorel Breizh ;
-
Lakaat da anat
perzhioł mat ar stourm evit ar yezhoł hag ar sevenadurioł er bed a-bezh.
Gant
Bemdez e vez aozet sonadegoł, stourmoł-kelaouiń, prezegennoł ha
divizoł, baleadegoł kelennadel, diskouezadegoł
Dre an
oberiantiz-se e vez skoulmet liammoł efedus etre an hiniennoł hag ar chevredigezhioł,
darempredoł ne challer ket ober hepto pa vez anv eus krouidigezh
sevenadurel. Reiń startijenn ha sevel eo hor gerioł-stur, ha kement-se hep
"terriń e benn" da nikun !
Hon
oberoł :
-
Sevenadur :
-
Kentelioł ha
prantadoł-studi brezhoneg
-
Kentelioł-noz ha stajoł gallaoueg (yezh romanek Breizh-Uhel)
-
Kentelioł brezhoneg evit ar vugale hag ar grennarded
-
Gouelioł-meur (CeltiVannes, Gouel Erwan ; ar Gouel Divevenn, Gouel ar
Peulvanoł, h.a.)
-
Gouel barr Mae pe ar 1ń a viz Mae breizhat (Beltan)
-
An 11 a viz Du breizhat diarme, hep lifre, hep urzh hag hep armoł evit
lidań ar peoch
-
Sonadegoł (Rock, Reggae, sonerezh hengounel, elektronek, Jazz, h.a.)
-
Prezegennoł (Tibetiz, Indianed Amerika, Katalaniz, h.a.)
-
Diskouezadegoł (Luchskeudennoł Loeiz Blońs, Beltan, Kala-Mae, h.a.)
-
Choariva
-
Dastum
-
Studiadennoł war al lechanvadurezh
-
Embann
-
Stourm :
-
War an dachenn e oamp da heul peńse an Erika hag ar Prestige da naetaat
an aodoł, saveteiń al laboused mastaret, aozań manifestadegoł, ha klask
war-lerch ar re giriek.
-
Deuet omp a-benn da wareziń an ¾ eus takad gleb Kerveskel e hanternoz
Gwened ha diskouez pouezusted ar sterdachennoł da virout ouzh an
dour-beuz.
-
Achubet hon doa gwere Kervarioł e Karnag ha Taol ar Varchadourion e
Lokmariakaer a-benn difenn an dud o chom eno ha mirout ar glad istorel
gwallgaset gant ar Stad. Embannet ez eus bet un enklask ganimp diwar
alioł an dud.
-
Gant 200 panell vrezhonek faos lakaet ganimp e kźr hag ar chantadoł a
sinadurioł dastumet e oa bet divizet gant ar Guzulierien-gźr gent cheńch
panelloł straedoł kreiz-kźr Gwened evit ouzhpennań anv brezhonek anezho.
Panelloł divyezhek a zeu do heul e Sant-Teve.
-
Diwar hor chentod eo bet savet Kerzhadeg Frankizoł Breizh.
-
Bodet hon eus nerzhioł Breizh a-barzh delcher kreiz Breizh sonn en e
sav ha sevel a-enep steuziadur ar servij foran tost dan dud (dibunadeg
e Langoned).
-
Skoazellań a reomp ar brizonidi bolitikel breizhat hag o familh.
|