|
BREURIEZH
AR C'HANT
ODE-MENEZ ("Confrérie
des Cent Cols") Reolennadur
Evit mont e-barzh "Breuriezh ar C'hant
Ode-Menez" eo ret bezañ treuzet war varc'h-houarn kant ode-menez disheñvel
da nebeutañ. Kraf 2: Ne vo dalc'het kont nemet eus an odeoù-menez dezho
un anv ofisiel: - meneget war gartennoù (Michelin, IGN(*) pe seurt-se en estrenvro) embannet
goude 1900; - diskouezhet fraezh gant panelloù-hent. Kraf 3: N'eus ket a uhelder bihanañ rekis, koulskoude eo
dav menegiñ, e pep kantad, pemp treuzadenn da nebeutañ, dezho
2000 metrad uhelder pe ouzhpenn.(**) Kraf 4: Ar c'hrec'hioù ne gontont ket. Kraf 5: Ne vo ket gwiriekaet diskleriadurioù danvez-izili
"Breuriezh ar C'hant Ode-Menez". Fiziañs omp en onestiz sportel tud
a glask o flijadur dezho o-unuan en ur vont war varc'h-houarn dre hentoù
meneziek. Kraf 6: Bep bloaz, etre ar 1-añ a viz Here ag ar 1-añ a
viz C'hwevrer, o do ar sikloerien da gas: - er bloavezh kentañ: listenn an odeoù-menez
disheñvel bet treuzet ganto abaoe deroù o fleustrerezh (da nebeutañ kant,
5 anezho 2000 m pe vuioc'h); - er bloavezhioù da-heul: listenn an odeoù nevez
bet treuzet e-kerzh ar bloaz. Kraf 7: Testeniekaet e vo al listennoù-mañ gant Komite
"Breuriezh ar C'hant Ode-Menez". Kraf 8: Gant ar skodenn-emezelañ 75 Lur gall pe
12 euro (cheñchus) e vo kaset da bep ezel nevez: - e ziplom "Kant Ode-Menez" niverennet
ha personalizet; - medalenn ar vreuriezh; - kelaouenn vloaz ar vreuriezh; - ar gazetennig bloaz "Infos Cent Cols". Er bloavezhioù da-heul: ar skodenn 50 Lur
gall pe 12 euro (cheñchus) a roio gwir da resev ar galaouenn vloaz, ar
gazetennig bloaz "Infos Cent Cols" ha da gaout e anv war daolenn
a-enor ar vreuriezh. Kraf 9: Bep bloaz, d'ar 15 a viz Eost diouzh boaz, e
vez aozet un emgav etrebroadel bras war lein un ode-menez nevez pe unan
brudet. Kraf 10: E-barzh "Fédération Française de
Cyclotourisme" emañ ar vreuriezh, dindan an niverenn 6384. Gouest
eo eta da sevel ul lisañs federalat enni un asurañs o reiñ galloud da
vouezhiañ da geñver he emvod meur. Kraf 11: Pep ezel a ro testeni war e enor e vo doujet
gantañ d'ar reolennadur. Engouestl a vo diwar gasadenn al listenn gentañ. Kraf 12: Kas al lizhiri, al listennadoù odeoù-menez hag ar
skodennoù da: Club des
"Cent Cols" 796 route de
la Tire FR -
74410 SAINT-JORIOZ (Frañs) Pellgomz: +33
(0)4 50 68 57 49 Pelleiler: +33
(0)4 50 68 64 32 e-mail: henry.dusseau@wanadoo.fr
Testenn
vrezhonek Troet
gant Jorj Abherve-Gwegen, Kemper, Breizh
|